Aller au contenu

Penaos e vo produet biogaz er Chapel-Nevez

Ar metanekadur a zo ur bazenn a-bouez en treuzkemm energiezh war-zu un dazont padusoc’h : talvezout a ra da dreiñ dilerc’hioù organek al labour-douar en energiezh adnevezus. Kalz a spletoù evit an endro a zegas an deknologiezh-mañ, evel digreskiñ an dislonkadennoù gazoù efed ti-gwer ha produiñ temzoù naturel, hag ivez spletoù sokial hag ekonomikel, evel krouiñ postoù-labour lec’hel ha kreñvaat an ekonomiezh kelc’hiek, en ur bourchas d’ar vro un energiezh a c’haller sturiañ diouzh an ezhomm.

En un doare fetis, ar raktres en deus da bal produiñ biogaz diwar 52,7 tonenn bemdez a zilerc’hioù organek a orin labour-douar hepken, gant un unvez metanekaat stroll, e ment mab-den. Gant ar raktres e vo produet 11 GWh ar bloaz a viogaz, ensinklet er rouedad dasparzh gant ur feur a 116 Nm3/h*, a-walc’h evit tommañ kement ha 2 500 lojeiz nevez (4 400 kWh ar bloaz evit pep hini), en ur dreiñ dilerc’hioù ar metanekadur e temzoù naturel. Gant se e vihanaio an amzalc’h ouzh an temzoù kimiek (a orin fosil) hag e vo skoazellet ul labour-douar padusoc’h.

O kreñvaat ar chadennoù berr ekonomikel hag energetek, e implij ar raktres an danvezioù lec’hel en un doare efedus, en ur gemer perzh en un treuzkemm energiezh padus. Treiñ an dilerc’hioù organek e biogaz hag e temzoù naturel a vihanaio an amzalc’h ouzh an energiezhioù fosil, a grouo postoù-labour lec’hel hag a zigresko an dislonkadennoù gazoù efed ti-gwer.

* Nm3 a dalvez « metr kubek normal », un unanenn-vuzul evit volum ur gaz da 0 °C ha dindan 1 atmosferenn.

Tresadenn ar raktres metanekaat : 100 % labour-douar

Tresadenn ar raktres metanekaat Teil-dour 55 % Gounidoù /goloadurioù glas 45 % Siloioù stokañdanvezioù plant Dijerer 100 % labour-douarha kelc’hiek Purañe biometan Ensinklañe rouedad GRDF c’hwezhaat Poull stokañan dijerad Biogaz

Labour-douar penn-da-benn eo ar raktres, rak unan eus ar gevelerien a labour e feurm e labour-douar bio (AB).

Hervez reolennoù al labour-douar bio e rank an dilerc’hioù saverezh dont eus feurmoù nann-greantel. Memes tra evit an dijerad.

Aotreet eo an dijerad diwar ar metanekadur e labour-douar bio, gant ma ne vo danvez ebet a orin greantel.

Setu ar pezh a c’hoarvez gant raktres ar Chapel-Nevez : e nerzh a zeu eus ar mestroniezh war an danvezioù, a zeu holl eus feurmoù (nann-greantel) ar gevelerien. N’eus kevelerezh ebet posupl na raktreset gant greanterien : se a ziogel ur raktres lec’hel ha 100 % labour-douar.

An emrenerezh-se war an danvezioù a zo ur gwarant a surentez ekonomikel evit ar bankoù a ro arc’hant d’ar raktres.

Un nebeud termenadurioù (e galleg)

Lec’hiennoù ensinklañ biometan e Frañs

75 % a demzoù fosilerlec’hiet

An argerzh naturel eus ar metanekadur labour-douar a vez kaset da benn gant ar mikro-organegoù a zo dre natur en dilerc’hioù saverezh.

An argerzh, a bad ouzhpenn 80 devezh da 40 °C, a ro tro da vineraladur an azot organek a zo en dilerc’hioù.

Gortoz a reer e vo digresket a 75 % an temzoù kimiek pe fosil ret evit kresk ar plant.

Studiadennoù war efedusted agroekologel ar metanekadur (e galleg)

Perak emañ al lec’hienn er Chapel-Nevez (Mor-Bihan) ?

Kartenn ar feurmoù kevelet tro-dro d’ar Chapel-Nevez, gant lodenn pep hini eus an dilerc’hioù

An teil-dour eo an hini nemetañ eus an danvezioù labour-douar a c’haller pompañ hag a ya en argerzh metanekaat. O lakaat al lec’hienn e Keriven, er Chapel-Nevez, e vihanaomp roudenn garbon an treuzdougen teil-dour. Lec’hienn niv. 1 Simon a bourchas 40 % eus an dilerc’hioù produet bemdez gant ar feurmoù laezh, war-dro 10 tonenn bemdez hag a ya en argerzh hep treuzdougen ebet. Lavaret e mod all, n’eo ket ret treuzdougen 22 % eus volum hollek an danvezioù.

A-drugarez d’he lec’hiadur e vez espernet 213 treuzdougadenn teil-dour ar bloaz.

E kreiz emañ al lec’hienn-broduiñ, e-keñver fluioù an teil-dour hag e-keñver ar parkeier labouret gant al labourerien-douar.

Evel-se ne ra un donenn dilerc’hioù nemet 5,1 km e keidenn evit erruout en argerzh, e-keñver 9,3 km evit ur CIVE (gounid etre evit an energiezh).

E keidenn ar bloaz, 5,40 treuzdougadenn bep devezh-labour a zeu d’al lec’hienn evit degas dilerc’hioù pe CIVE, pe evit kas an dijerad kuit.

An div feurm istorel kevelet gant ar raktres a ra 2,02 beaj bep devezh-labour, hep tremen dre greiz ar vourc’h.

Evel-se e produomp 846 kWh dre gilometr dilerc’hioù treuzdouget, evit ur bevezerezh gazoil a 10 kWh/km. Lavaret e mod all, ar feur « energiezh adnevezus produet / energiezh fosil bevezet » a zo 85 evit an dilerc’hioù : 1,2 % a energiezh fosil evit 100 % a energiezh adnevezus produet.

Evit ar CIVE, ar feur-se a zo 264 : 0,4 % a energiezh fosil evit 100 % a energiezh adnevezus produet.

Ar raktres (979 annezad a oa er Chapel-Nevez e 2022) a ziougan staliadurioù a zouj ouzh ar pellderioù reoliek e-keñver an amezeien.

Hag ar c’hwezhioù feurm ?

En e engouestl evit ar metanekadur, en deus graet TiNERZH ur studiadenn war ar c’hwezhioù a-raok, tro-dro d’al lec’hienn da zont er Chapel-Nevez, ur vro gant un istor labour-douar hir. Diskouezet he deus ar studiadenn ar c’hwezhioù boutin d’ar maezioù, liammet ouzh an obererezhioù labour-douar.

Ur studiadenn geñveriañ a vo graet goude ma vo lakaet an unvez 100 % labour-douar da vont en-dro, evit gwarantiñ e vo miret identelezh c’hwezhioù ar vro. An annezidi a c’hallo gwelout ne cheñch ket ar c’hwezhioù, rak an hevelep danvezioù a vo implijet hag ar re a gaver dija er feurmoù tro-dro.

Ar metanekaer Biogaz de la Vilaine, e-kichen Chavagne (4 268 annezad e 2020) hag ar Gwilen, a ya en-dro abaoe 2021 hep ma vefe bet merzet trubuilh ebet gant an amezeien.

Gwel diouzh an nec’h war ar metanekaer Biogaz de la Vilaine
Kartenn al lec’hiennoù ensinklañ biometan tro-dro da Chavagne
Klikit evit gwelout al lec’hiennoù ensinklañ e Breizh

Peseurt diarbennoù evit gwareziñ an endro ?

Savet e vo al lec’hienn-broduiñ war un dachenn e-maez an diazad-dour ma emañ un takad gwarez biotop ennañ.

Hervez ar reolennoù e vo lakaet an douar dindan an tankoù dourgloz evit mirout ouzh pep diverañ. An teknik gwellañ hegerz (MTD) dibabet evit se a vo kinniget d’an aotrouniezhoù a-zere. Evel-se ne c’hallo diverad dimestr ebet tizhout an endro.

Evit gwarantiñ ar surentez ha gwareziñ an endro e ziougan ar raktres diarbennoù strizh. Daou gran surentez, gant kaptorioù lec’hiadur, a vo staliet war pep tank. E-pad pep tennadenn dijerad evit ar skignañ, ur reizhiad surentez a c’houlenn serriñ daou gran a-raok, a-us hag a-is d’al lagenn a naeta an dour-glav saotret : ret eo an div serradenn-se a-raok gallout digeriñ an tankoù. Ur reizhiad emgefreek a reol ar c’haptorioù surentez hag a evezh ouzh ar c’hargañ penn-da-benn. Ma c’hoarvez un diverañ, e vez serret kraneoù dre zorn, a zoubl ar c’hraneoù emgefreek, betek ma vo pompet ha naetaet. Evel-se e vez lamet pep riskl a saotradur.

Argerzhioù merañ ha kempenn a wirio ingal stad vat ha mont-en-dro ar c’haptorioù hag ar c’hraneoù.

En ur gevreañ doujañ strizh d’an argerzhioù kas ha reizhiadoù kontrolliñ araokaet, e vo diarvar hol lec’hienn hag e c’hallo servijout da skouer evit gwareziñ an endro.

N’eo ket surentez an endro un dibab, ha n’eus emglev ebet da ober warni. Setu perak hor pal kentañ eo lakaat e plas diarbennoù gwareziñ a ziogel surentez an dud, an ekoreizhiadoù hag ar blanedenn a-bezh.

An dijerad, hep c’hwezh, a vo implijet e-lec’h an teil-dour boutin, en ur genderc’hel gant an doareoù-ober fur implijet dija evit skignañ teil-dour ar saout. Diouzh an engouestloù reoliek kent, ez eo ar pal mirout ar vevliesseurted, dreist-holl ar vesklenn-berlez (Margaritifera margaritifera). Ar bevennoù skignañ termenet e 2021 a vo lakaet da dalvezout strizh atav, evit gwareziñ an dour, an douaroù hag ar bev a-bezh.

Peseurt postoù-labour evit ar vro ?

Daou zen a vo implijet war-eeun gant ar raktres war lec’hienn TiNERZH. Ouzhpenn se e vo tri fost-labour etre ar CUMA de l’Evel hag an ETA Thomas FRANÇOIS, evit hadañ ha dastum ar CIVE hag evit treuzdougen an dilerc’hioù hag an dijerad.

E-pad ma vo savet al lec’hienn, e vo implijet 18,8 den e kevatal amzer leun (ETP) e-pad ur bloaz.

Evel-se e krou ar raktres 5 post-labour lec’hel, na c’haller ket dilec’hiañ.

Ur metanekaer feurm hep efed war marc’had an tiez

Ur studiadenn gaset e 2020 gant Quelia, gant Artelia ha Segat, a ziskouez n’en deus staliañ metanekaerioù feurm efed ebet war marc’had an tiez tro-dro.

Kod QR war-zu studiadenn Quelia diwar-benn an tiez

Evit lenn ar follenn-ditour pe ar studiadenn a-bezh (e galleg) : 2050.eco/immobilier, pe skanit ar c’hod-mañ.

Evit enframmañ al lec’hienn er maezioù, e ziougan ar raktres plantañ girzhier ha gwez, a wellaio an enframmadur gwelet en ur virout karbon.